Titus Lucretius Carus
Lucretius (e latin Titus Lucretius Carus) zo ur barzh hag ur prederour latin eus ar Iañ kantved kent J.-K., (marteze 98-54), en deus savet ul levr diechu, De rerum natura (Diwar-benn naoutur an traoù), ur varzhoneg hir hag entanet, a zeskriv ar bed diouzh pennaennoù Epikuros.
A-drugarez dezhañ dreist-holl ec'h anavezer unan eus ar pouezusañ skolioù prederouriezh eus an Henamzer, an epikuriezh, rak ne chom netra eus levrioù Epikuros war-bouez tri lizher hag un nebeud frazennoù, daoust ma veze lennet kalz ha meulet stank a-hed diwezh an Henamzer.
Lucretius a zispleg mennozhioù e vestr gant fealded met gant un c'harventez nevez, ur gred teñval. « On entend dans son vers les spectres qui s'appellent[1]. » eme Hugo. E demz-spered ankeniet hag entanet zo hogos ar c'hontrol eus hini ar prederour gresian. Emedo o vevañ en ur prantad hejet gant brezelioù sivil hag an harluadegoù (lazhadegoù Marius, harluadegoù Sylla, emsavadeg Spartacus, irienn Catilina). Alese pajennoù teñval De rerum natura diwar-benn ar marv, an heug rak ar vuhez, bosenn Aten, hag e entan a-enep ar relijion. tagañ a ra gant taerded an doueed, azeulerezhioù ha beleien. Ne gaver ket an entan-se e testennoù Epikuros zo deuet betek ennomp daoust ma klask abeg er brizhkredennoù ha zoken ar relijion boblek.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneget gant J. Pigeaud e pennad-digeriñ La Pléiade, Les Épicuriens, Gallimard, 2010, p. XLIX.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Boyancé, Lucrèce et l'épicurisme, PUF, coll. « Les grands penseurs », 1963.
- Paul Nizan, Les Matérialistes de l'Antiquité, Maspero, 1965.
- Marcel Conche, Lucrèce et l'expérience, Seghers, coll. « Philosophes de tous les temps », 1967.
- Michel Serres, La Naissance de la physique dans le texte de Lucrèce : Fleuves et Turbulences, Minuit, coll. « Critique », 1977.
- Philippe Sollers, Théorie des Exceptions, Gallimard, 1986.
- José Kany-Turpin, Lucrèce, (éd., trad., intr. et notes), De la nature. De rerum natura, Paris, Aubier, 1993. réédition, Paris, Flammarion, 1997 revue en 1998. Patrom:Commentaire biblio
- Sabine Luciani, L'Éclair immobile dans la plaine, philosophie et poétique du temps chez Lucrèce, Bibliothèque d'Études classiques 21, Éditions Peeters, Louvain/Paris, 2000.
- Alain Gigandet (intr., notes et bibl.) et Bernard Pautrat (trad.), Lucrèce, De la nature des choses, Le Livre de poche, 2002
- Michel Onfray, Les Sagesses antiques, contre-histoire de la philosophie, tome I, Grasset, 2006, ISBN 2-246-64791-6, p. 255-294.
- André Comte-Sponville, Le Miel et l'absinthe. Poésie et philosophie chez Lucrèce, Éditions Hermann, 2008.